Gouzout muioc'h diwar-benn
Gant Marie-Louise ar Gow omp bet oc'h ober anaoudegezh ar wech-mañ. Benjamin Bouard zo bet oc'h en em gavout asambles ganti e Kermelen Vihan e Brieg. Marie-Louise he deus bet safaret brezhoneg evit ar wech. Desket he deus brezhoneg asambles gant he zud ha pell zo neuze he deus choazet da safaret brezhoneg ar muiañ posubl. Desket he deus brezhoneg d'he bugale, ha da vugale ar re all memes, peogwir eo-hi bet o teskiñ tammoù traoù brezhoneg da skolidi Brieg e-pad tost dek vloaz. En afer deus ar brezhoneg eo bet er gomun ivez.