Gouzout muioc'h diwar-benn
-Un devezh stourm zo bet gant « ambrougerien ar skolidi nammet ». Ar re a vez anavezet evel AESH, hag a veze graet AVS anezhe a-raok, a ra war dro bugale o deus ezhomm bezañ skoazellet evit heuliañ o c'hentelioù er skol. Yannig Laporte, ambrouger e Skolaj Diwan Kemper, a zispleg ar pezh a vez goulennet ganto, stummadur, statud ha gopr, ouzh mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean.
-Edern Perennou zo klanvdiour. Labourat a ra , par ma c'hell, e brezhoneg. Evel-se eo bet prizet gant Frañs 3 hag Ofis Publik ar Brezhoneg.
-Ar Bed o Treiñ: Chokolad kozh Noe
-An ali lenn gant Per: istor Breizh
-Gant Gildas Grimault deus ar gevredigezh Kelennomp !, kevredigezh ar re a gelenn e brezhoneg, e vo lakaet ar gaoz hiziv war an diaesterioù en eil derez...ouzh mikro Tomaz Laken
-Ar c'heleier gant Erwan Blanchard