Gouzout muioc'h diwar-benn
Asambles gant Roger Gentric 'vo graet anaoudegezh hiziv, "Ar Geñtrig" e-giz vez leshañvet er vro. Hennezh zo ganet e Pouldregad er bloavezh 1930 hag eno neuze eo bet o chom evit ar wech. Yaouank-tre 'oa-eñ komañset da labourat evel mevel-bihan, a-raok da vourc'h Pouldregad da labourat en ur gigerezh. Ha goude-se c'hoazh eo bet o labourat en Normañdi asambles gant e dad, da adsevel batisoù eno goude ar brezel. Ha du-hont 'neus desket ar vicher masoner, a-barzh dont da Bouldregad en-dro.
Tout an dra-se a gonto Roger deomp en abadenn neuze, ha safaret 'vo un tamm bihan ivez deus Yves Riou, a oa-eñ e vestr-skol e-pad ar brezel. Ha soñj 'neus deus an devezh pa oa deuet an Almañted da bakañ anezhañ er skol ...