2vn evit kompren liv ar stered

Radio Kerne

2vn evit kompren liv ar stered

Gouzout muioc'h diwar-benn

2vn evit kompren perak n'eo an holl steredennoù ar memes liv. Pa seller deus an oabl da noz hep pellseller, hep teleskop, e seblant deomp eo an holl steredennoù ar memes liv. Ul liv gwenn. Reoù zo lemmoc'h evit reoù all met gwenn e seblant holl bezañ. Padal n'eo ket ar memes liv an holl steredennoù a welomp en oabl. Gall a reomp bezañ glas, gwenn, ruz, oranjez, gwenn-glas a-wechoù... Met perak ez eus kement a livioù disheñvel gant ar stered neuze ?