Gouzout muioc'h diwar-benn
Dalc'homp c'hoazh gant fonologiezh ar brezhoneg ha son ar frasenn e brezhoneg. Un taol-mouezh zo un dra a ranker kemer e kont eveljust, da gaozeal brezhoneg evel zo gleet, met dav eo taolañ evezh deus muzik ar frasenn, son ar frasenn ma karit. Youenn Wloegen zo 'vont da zisplegañ deomp penaos 'ya en-dro an dra-se, asambles gant Benjamin Bouard.