Gouzout muioc'h diwar-benn
E-pad un nebeut sizhunioù e lakimp war wel ar re a labour er sevenadur hag a zo deus ar re lakaet a-gostez da vat gant an enkadenn yec'hed. Ul lodenn vat deus o labour ne c'hellont ket ober ken. Un digarez 'vo evitomp da zizoloiñ o micherioù ha da gompren penaos int lakaet diaes gant ar reolennoù yec'hed. E mod-se, pa 'vimp gouest da gaout plijadur en-dro gant ar sonadegoù, ar mirdioù, ar sinemaioù, ar c'hoariva, hon 'no koustiañs deus al labour brav ha pinvidik kaset gant ar re a labour e bed ar sevenadur.
Trede poltred hon heuliadenn : Lukas Nedeleg, konter.