Gouzout muioc'h diwar-benn
Pevar bloaz 'oa bet Ana-Vari Wloagen o chom e Tiaret en Aljeri, e menezioù an Atlas, er bloavezhioù 70. Bet 'oa bet kaset eno evel kenoberiantez, da zeskiñ galleg d'un nebeut re yaouank. Benjamin Bouard zo bet oc'h en em gavout asambles ganti e Langoned, evit dezhi kontañ he soñjoù deomp ha lâret deomp penaos oa an traoù er vro, dek vloaz goude ma oa achu ar brezel.