Gouzout muioc'h diwar-benn
-Katell Chantreau, bez-prezidantez e Kumuniezh kumunioù Douarnenez he deus kinniget un enebeut deizioù zo, ur mosion a-enep da Amazon. Displegan a ra deomp ar rak hag ar perak eus an enebiezh-se d'ar pikol stal norzh-amerikan.
-Ur gentel fonologiezh ouzhpenn gant Youenn Vloaguen
-Skrivagner ar sizhun: H.G. Wells, Brezel ar bedoù.
-Div vaouez yaouank a ro amzer, skiant-prenet hag energiezh evit aesaat ha sederaat degouezh ar revelezh e buhez ar grennarded, dezhe da c'houzout penaos en em zerc'hel, ha petra nac'han d'ar re all, ma n'eo ket o youl: kenasatin a reer eus ar reolenn veur-se. Heloise le Gwenn hag Angela Stefan a zo a-youl vat emc'houestlet el labour kaset gant ar Planning Familh