Gouzout muioc'h diwar-benn
Keloù deus Bro-Rusia hiziv ! Lakaet eo diaes ar Rused gant ar c'horonavirus evel ar re all hag un eil gwagenn zo bet nevez 'zo e-giz e-lec'h all ivez. Met stert a-walc'h eo goût penaos emañ an traoù eno. N'haller ket fiziañ er sifroù a vez roet gant gouarnourien ar rannvroioù : peurvuiañ ne vez ket roet ar sifroù gwir kuit da feukañ ar prezidant Poutin ha da goll o flas goude-se. Met evit afer-se n'eo ket chomet ar rannvrioù heb ober netra ha muzulioù zo bet kemeret.
Adrien Morvan zo kelenner war ar ruseg e Pariz. E-pad un nebeut bloavezhioù 'oa bet o chom e Bro-Rusia ivez. Benjamin Bouard 'neus pellgomzet dezhañ, da c'hoût da gentañ penaos emañ an traoù du-hont e Rusia. Hag e eil lodenn atersadenn 'lakaimp ar gaoz war yec'hed Poutin hag an « añbargo » war ar boued.