Gouzout muioc'h diwar-benn
Ral a-walc'h eo an dud melen o blev er bed. Pell 'zo eo deuet al liv-se war-wel en Europ, pa 'oa cheñchet ur jen e-barzh ADN serten tud tro 11 000 bloaz 'zo. An dra-se zo kaoz 'vez kavet ur bern tud melen o blev er Skañdinavia, er broioù balt, e Bro-Skos pe c'hoazh e Bro-Saoz. Met kalz a vugale melen o blev a gaver deus an tu all d'an Douar ivez, en inizi Salomoñ ... goude ma int du o c'hroc'hen !