Re Bell Ganti yaou 5 a viz du 2020

Radio Kerne

Re Bell Ganti yaou 5 a viz du 2020

Gouzout muioc'h diwar-benn

Eil lodenn ar gaozeadenn diwar-benn mizvezh an teulfilmoù, a oa savet evit bezañ graet e miz du, gant Elen Rubin. Yvon Gouez e penn ar studio Stread ar Skol e Sant-Kadou n'en deus ket bevet ur bloavezh gwall-voutin kennebeut all. Metanizaat, ya, met da be poent n'eo ket mui un diskoulm ekologel? Ur sujed gant Yuna Cojean: aterset he deus Jean-Paul Runigo, deus Dour ha Sterioù Breizh. Plant ar vro, ul levr gant Jo Tangi 'vo kinniget deomp er gronikenn Barzaz. Nazim Hikmet eo sujed ar gronikenn 'ul levr, un oberour'. Gwen Monier gant e gronikenn 'Labous Web' Keleier gant Tunvezh Vloaguen-Grandjean