Gouzout muioc'h diwar-benn
Un diskouezadeg nevez e mediaoueg Poullan, er C'hab., 'la ville engloutie'
Fabienne Lavigne ar vediaouegerez he deus labouret da sevel anezhi gant John de Vos, perc'henn war un diskouezva, Amandine le Moan, e penn Ystopia, ur fondasion nevez da anavezout ha gwareziñ ar meurvorioù, tud Breizh Vev, pe Bretagne Vivante.
Un daolenn bedagogel zo bet savet gant Bretagne Vivante - Breizh Vev- d'ober d'ar vugale, ha deomp-ni holl, kompren ar pezh a dalvez d'ar mor lonkañ kement a lastezioù ha pegeit amzer 'vo ezhomm lezel tremen e-biou araok gwelet al lastezioù-se mont da netra.
Ouzhpenn kompren penaos 'vez saotret ar meurvorioù, ha peseurt disoc'h neus ar saotrañ-se war hor buhezioù, zoken pell ouzh an aod, 'vo binvioù da c'houzout penaos produiñ nebeutoc'h a lastez. Hag un dibab taolennoù peogwir eo bet soñjet en arz gant John de Vos perc'henn un diskouezva e Poullan. Fabienne Lavigne a ginnig deomp an oberennoù he deus choazet asambles gantañ.