Ar Fuejianed

Radio Kerne

Ar Fuejianed

Gouzout muioc'h diwar-benn

Fall ar jeu evit an Amerindianed pell 'zo, met bez zo broioù 'zo lec'h emañ gwasoc'h c'hoazh, evel e Douar an Tan. Drailhet eo bet ar pobloù kozh a veve eno gant ar re wenn e penn-kentañ ar bloavezhioù 1900 hag en deiz-hiziv ne chom nemet un nebeut a dud hag a oar langaj o zud-kozh. Gwechall 'veze sellet deus ar pobloù-se e-giz sovached, ha lod a zo bet deportet d'an Europ memes, da ziskouezh anezho e zooioù Paris ha Berlin.