Gouzout muioc'h diwar-benn
Er grennamzer, er manatioù, e veze staliet an eilerien hag an enliverien er scriptorium. O c'harg 'oa ober eilennoù kaer eus ar skridoù relijiel, eus oberennoù dedennusañ an Henamzer. A vanati da vanati ez ae ar skiant hag ar sevenadur.
Moien ez eus bet da wiriañ ma veze kavet merc'hed er manatioù-se, aozet evit kopiañ ar skiant, al lennegezh, ar relijion. Met nebeut-tre a verc'hed, a vez desket deomp. Ur gont zo bet graet gant an istorianed: nebeutoc'h evit un' dre gant eus al levrioù bet graet araok an XIIvet kantved 'oa bet laosket etre daouarn merc'hed. Met penaos 'ouifent resis piv neus bet eilet hag enlivet al levrioù-se? Ne oa na boaz na micher an eilerien, eilerezed, enlivourien, enlivourezed sinañ o labour