Gouzout muioc'h diwar-benn
D'an 3 a viz Gwengolo 1928 e tistro Alexander Flemig d'e labourva, goude ur prantad vakañsoù. Labourat a ra evit ar Saint-Mary's Hospital, e Londrez.
Lezet en doa bakterioù stafilokok kreskiñ ha liesaat. ha kavour a ra ar boestoù m'emaint trevadennet gant un doare kotoñs arc'hlas, lous. Ar foueenn penicillium notatum eo a zo bet kavet he hent ganti: deuet eo deus boestoù tost ouzh re Flemming, diouzh boestoù ur medisin all, hag a vez o labourat en e gichen.
Fleming zo prest d'o skarzhañ holl met ur skiantour eo da gentañ: sellet a ra a dost ouzh an danvez kresket en e voestoù, ha dont a ra dezhañ un anadenn. Miret eo bet ar stafilokokoù da greskiñ, da liessaat ha da gemer muioc'h a blas er boestoù e-lec'h m'emañ ar fouenn. Un danvez bennaket enni a zo kat da vougañ ar bakterioù.
Diouzhtu 'ra Fleming Penicilline eus ar foue-se.