Gouzout muioc'h diwar-benn
Komañset eo al labourerien-douar da vont skuizh gant ar brini-tour ! E Breizh-Izel 'zo bet dic'hastet meur a barkad maiz ganto ha setu oa bet dav hadañ en-dro. Met n'eus ket bet dizomajet den ebet evit an dra-se evit ar mare. Lod a gav da lâret neuze 'vefe dav lazhañ un nebeut re kuit dezho da zont re stank er vro. Pezh eo, n'haller ket ober drouk d'al lapoused-se sañset, peogwir int difennet gant al lezenn.
Petra ober neuze ? Jean-Noël Ballot, ornitologour e Breizh Vev, ha Didier Goubil, deus kambr al labour-douar e Kemper, a zo 'vont da lâret o soñj deomp diwar-benn an dra-se.