Gouzout muioc'h diwar-benn
Alies a-walc'h 'vez lâret 'oa bet kavet an inizi Kanari er bloavezh 1312, gant ar martolod italian Lancelotto Malocello. Droll a-walc'h eo an dra-se 'vat ! Peogwir 'oa tud a oa o chom war an inizi-se pell 'oa dija ! "Gwañched" a veze graet deus an dud-se.