Gouzout muioc'h diwar-benn
Emañ al listennadoù politikel davaat o vezañ resisaet tamm ha tamm ac'hann d'an dilennadegoù kêr. Chom a ra ur mizvezh hanter a-raog an deiziad ma vo gwiriekaet roll ofisiel an dud o kabaliñ evit merañ ar c'humunioù. Amzer d'an dud eskemm, da c'houzout gant piv, gant peseurt strolladoù, pe gant peseurt tuioù politikel emaint gant ar soñj kenlabouriñ. Izili an UDB, Unvaniezh Demokratel Breizh, o vezañ gant ar c'hoant bezañ dilennet, a vo kavet dre vraz war listennadoù tud an tu kleiz pe ekologour.
Maksim Touze, deus ar strollad UDB Kornog Kerne, a vo eñ war listennad an tu kleiz e Douarnenez. Emañ deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean.
Skignet d'an 20 a viz Genver 2020.