40 vloaz stourm Plougoñ #1

Radio Kerne

40 vloaz stourm Plougoñ #1

Gouzout muioc'h diwar-benn

D'an 30 a viz Genver 1980 e oa bet devet doser enklask foran kreizenn nukleel Plogoñ. Maread kreñvañ ur stourm deuet da vezañ mojennel, enep an nukleel, enep ar raktresoù braz, enep kreizenniñ an divizoù politikel e Paris. Ar bloaz-man neuze e lidomp 40 vloaz ur stourm deuet da vezañ mojennel. 40 vloaz 'zo oa bet treusfurmet buhez ur barrez vihan hag he zud. Penaos eo deuet tud Plougoñ da vezañ trec'h deus ur gouarnamant hag e arme ? Peseurt abegoù, lies anezho, a voe gant pep hini evit nac'hañ ar pezh a voe tonket dezho ? Peseurt ijin o eus bet evit en em dennañ ? Piv voent ? Ha petra o c'hoarvezet dezho ur wezh dilezet ar raktres kreizenn ? Lod deus an dud bet bevet ar stourm o deus dalc'het soñj. En abadenn gentañ-mañ e vo preget deus bloavezhioù kentañ ar stourm, etre 1974 ha 1979, gant pemp den bet kemeret perzh er stourm, war ur maread hir pe hiroc'h, met holl gant kement a dan enno.