Kafe brezhoneg Gouezeg

Radio Kerne

Kafe brezhoneg Gouezeg

Gouzout muioc'h diwar-benn

E miz-Gwengolo 'oa bet digoret ur vediaoueg nevez-flamm e bourc'h Gouezeg, er presbital kozh. Ha bep pemzeteiz abaoe penn-kentañ miz-Du, d'al Lun, 'vez dalc'het ur « C'hafe-brezhoneg ». Ha poent oa ! Ne vez ket klevet tamm poz brezhoneg ken er vourc'h, ha koulskoude zo un tamm-mat a dud a oar kaozeal mat-tre ! Tri den o deus lakaet en o spered aozañ an dra-mañ : Soizig Le Clec'h, Jean-Loup Aumont hag Anna ar Gow. Bet eo bet Benjamin Bouard o welet penaos en em basee an traoù du-hont. Deus e vikro 'oa Anna ar Gow ha Dominique Merrien.