Gouzout muioc'h diwar-benn
Peseurt mod 'vez distaget an « r » e Bro-Gwened ? Meur a « r » a zo, ha depantiñ a ra deus ar pezh a zo a-raok ha goude eveljust ! Selaouomp displegadennoù Serj Bozeg ouzh mikro Enora Molac deus RBG, Serj a displego hirroc'h war an « r » a vez distaget e gwenedeg izel (Bro Pourlet betek an Oriant).