Gouzout muioc'h diwar-benn
Da geñver an dilennadegoù ti-kêr da zont e miz Meurzh kentañ, e vez kaset ul labour kizidikaat pep listennad politikel e bro Gemper war blas ar brezhoneg e kêr. Er strollad Brezhoneg War Wel (BWW) e vez kavet kevredigezhioù a bep seurt o labourat evit ma vo gwelet ha klevet brezhoneg er vuhez pemdeiz, pe vefe war ar panneloù, petramant en deskadurezh.
Ur roll kinnigoù a zo bet kaset da bep listennad war ar renk evit dilennadegoù ti-kêr Gemper hag ar c'humunioù tro-war-dro, da lakaat anezho da embann sklaer o soñj da geñver ar brezhoneg. Gortozet vez respont pep listennad o kaballiñ evit an dilennadegoù a-raog 24 a viz Genver. Ur sintezenn a vo savet gant Brezhoneg War Wel a-benn neuze, evit skour an dud d'ober o dibap da zevezhioù ar votadegoù.
C'hwec'h bloaz 'zo dija e oa bet graet ar memes labour lobby deus al listennadoù politikel. Yann Gwilhamot, deus Brezhoneg War Wel, a zo deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean.