Gouzout muioc'h diwar-benn
Evit kaout bara 'ranker kaout bleud digentañ. Hag evit fardañ bleud 'ranker malañ gwinnizh. E Penn-ar-Bed amañ e-giz-mañ ne chom ket kalz meilhoù ken, kalz deuzouto a zo bet sarret an eil goude eben abaoe ar bloavezhioù 1950, met bez 'zo c'hoazh un nebeut re a zo 'labourat er vro. Met deus pelec'h teu ar gwinnizh neuze ? An dra-mañ a zo un afer all avat !
Jean-Paul Kerdranvat a zo bet meilher e-pad un tamm mat deus e vuhez. Bet 'oa bet 'labourat en ur veilh e Ploneour-Lanwern, lec'h ma oa bet e dad o labourat araozañ, hag e dad-kozh araok an dra-mañ c'hoazh. Kontet 'neus da vBenjamin penaos eo cheñchet ar vicher, ar mod da fardañ bleud hag ar bleud e-unan ivez !