Gouzout muioc'h diwar-benn
Dalc'homp gant brezhoneg Langonned, asambles gant Tomaz Laken ha Jean-Yves Plourin, e-ser studial kanaouenn If ar Moal c'hoazh, Tour Langonned. E penn-kentañ ar ganaouenn-mañ 'vez klevet un dra bennak a c'hallfe lakaat diaes un tamm-mat a dud : amzer-baseet ar verb « ober ».