Tour Langoned

Radio Kerne

Tour Langoned

Gouzout muioc'h diwar-benn

Cheñch bro a vo graet bremañ ! E-pad un toullad sizhunvezhioù 'oamp kostez Molan, Rieg ha Banaleg, gant Yannick Souffez ha Benjamin Bouard. Hag er c'hronikennoù da zont neuze 'vo lakaet ar gaoz war brezhoneg Langoned, asambles gant Jean-Yves Plourin. Hennezh a zo o chom e Langoned ha bloavezhioù 'zo 'noa skrivet un dezenn skol-veur diwar-benn brezhoneg Sant-Servez, en Aojoù-an-Arvor, ha brezhoneg Langoned, er Morbihan. Hed-ha-hed ar c'hronikennoù 'vo kontet deus ar mod da safaret brezhoneg e bro Langoned, e-ser studiañ ur ganaouenn a oa bet kompozet gant un den deus ar vro. If ar Moal 'noa savet pozioù « Tour Langoned » pa oa o chom en tu all d'ar mor bras, pell deus ar vro lec'h oa bet ganet ... Silaouomp Jean-Yves Plourin bremañ, deus mikro Tomaz Laken (Radio Kreiz-Breizh)