Gouzout muioc'h diwar-benn
Ar bloaz-mañ 'vo lidet pemp bloaz ar gevredigezh « E-kêr » e Pont-'n-Abad. Ar gevredigezh-mañ a faot dezhi deskiñ d'an dud pegen pouezus eo an « trañzision ekologel ». Renket 'vo ur festival bihan a zo e anv « Action », a-benn ar 27 hag an 28 a viz-Gwengolo. Daou zevezh gant koñferañsoù, filmoù, atalerioù a-bep seurt evit an dud d'en em rentañ kont n'eo ket ken diaes-se ober gwelloc'h ha cheñch an traoù buan. Un dra nevez a vo prezantet ivez : Kerwatt. Pider kevredigezh a zo oc'h en em lakaet asambles neuze evit prenañ panoioù-heol un tamm partout er vro : e bro ar Bigoudenned eveljust, e-kichenn Lannuon, e Redon hag e Dol.
Bet eo bet Benjamin oc'h en em gavet asambles gant daou zen deus ar gevredigezh-mañ : Bernard Tanniou ha Nicole le Garrec.