Ar Jaganda #2

Radio Kerne

Ar Jaganda #2

Gouzout muioc'h diwar-benn

Dalc'homp bremañ gant eil lodenn avañturioù ar Jangada : un abadenn savet diwar levr Jules Verne, La Jangada. Manoel Valdez ha Minha Garal a zo 'vont da zimeziñ an eil d'egile e Belem, e Brazil. Met dav eo dezho navigal war-c'horre ar stêr Amazon evit mont di ha neuze treuziñ ar c'hoad bras. Joam Garal, tad Minha, a zo graet e soñj gantañ da sevel ur vag vras evit ober ar veaj-mañ : ur jangada. Met dañjerus eo ar stêr Amazon ! Hag a-wechoù en em gaver gant tud iskis ivez ... e-giz an aotroù Torres !