Ar Jangada #1

Radio Kerne

Ar Jangada #1

Gouzout muioc'h diwar-benn

Ni 'zo krog e-barzh un avañtur nevez ! Ha savet eo bet an abadenn-mañ diwar levr all gant Jules Verne, La Jangada (1881). Manoel Valdez ha Minha Garal a rank mont da Velem, e Brazil, da zimeziñ. Met ar re-mañ a zo 'chom e penn-all ar stêr Amazon, e Iquitos, e Perou ! Penaos ober ? Tad Minha, Joam Garal, 'neus lakaet en e soñj sevel ur radell vras-spontus evit navigal war-c'horre an Amazon : ur jangada. Koulskoude n'eo ket gwall eürus an aotroù Garal o vont da Velem ... Ne blij ket ar vro-mañ dezhañ. 'Blam da betra ? Ha piv eo Torrès, an den iskis a zo bet ambarket asambles ganto ?