Gouzout muioc'h diwar-benn
Teir rannig-verb a gaver e brezhoneg standart : a, e hag o. Disheñvel a-walc'h eo an traoù e brezhoneg ar bobl ha cheñch a ra kalz deus un eil bro d'eben ivez, dreist-holl e Bro-Gerne. Setu neuze ne vênt ket klevet peurvuiañ, hag ar rannig e a zo bet kollet pell 'zo. Penaos emañ an traoù e brezhoneg Molan, Rieg ha Bañleg ? Yannick Souffez a zo 'vont d'isplikañ an dra-mañ deomp, deus mikro Benjamin Bouard atav.