Gouzout muioc'h diwar-benn
"Bout" a vez graet deus ar verb "être" etramek Molan, Rieg ha Kemperle, e-giz e brezhoneg Bro-Gwened. Met ne vez ket implijet tre memes-mod : ar stumm "emañ" 'neus kemeret muioc'h a blas evit ar stumm "eo". Lakeomp, lâret vo "n'emañ ket brav an amzer hiziv" kentoc'h evit "n'eo ket brav an amzer hiziv". Yannick Souffez a zo 'vont da zisplegañ an dra-mañ deomp.