Gouzout muioc'h diwar-benn
E-doug ar bloavezhioù 1960 ha 1970 'oa bet cheñchet ar mod da labourat an douar penn-da-benn amañ e-giz-mañ er vro. Ar c'hleuzioù a zo bet foeltret da gaout parkoù bras hag e-barzh ar re-mañ 'oa komañset al labourerien-douar da lakaat pestisidoù. Trakteurioù bras a oa e'mm da brenañ ivez. Kooperativoù bras a oa bet krouet evit gwerzañ d'ar beisanted ar mekanikoù, ar boued evit al loened, an had, al ludoù chimik hag ar pestisidoù. Ha setu oa deuet ar mais hag ar soja peuzfonnus goude-se.
Hiziv an deiz 'weler mat pegen fall eo bet ar cheñchamañchoù-se. Rivinet eo ar beisanted ha distrujet eo bet an natur.
Bet eo bet Benjamin Bouard o welet Marie Legrand e Langolen. Honnezh a oa bet talc'hen ur feurm du-hont asambles gant he gwaz Jean. Ne faote ket dezho lakaat pestisidoù en o farkeier nag ober mais evit ar saout. Met ar beisanted all a rae goap deuzouto ha setu lârent dezho 'oant mod-kozh !
Marie Legrand a lâro deomp penaos eo bet distrujet an natur er gomun gant al labour-douar ha penaos 'oa bet tromplet ar beisanted gant ar c'hooperativoù eviti. Kalz traoù a zo da lâret !