An, ar, al ? Un, ur, ul ?

Radio Kerne

An, ar, al ? Un, ur, ul ?

Gouzout muioc'h diwar-benn

Gant brezhoneg Bro-Kemperle 'c'haller bezañ estonet 'hat ! Un pe une a vez skrivet un, ur, ul e brezhoneg peurunvan, hag le, la, les a vez skrivet an, ar, al ivez. Ah feiz ! Disheñvel a-walc'h emañ an traoù etre Rosporden ha Kemperle. Simploc'h eo an traoù zoken : alies a-walc'h ne vez ket klevet netra ! Ha n'eo ket achu ! Dirak un m, ur p pe ur b : a-benn neuze vez lakaet un 'm. E-giz-se neuze vo lâret 'm bagoù evit lâret les bateaux. Yannick Souffez en-dro, deus mikro Benjamin Bouard.