Ar goañv hag an nevez-amzer

Radio Kerne

Ar goañv hag an nevez-amzer

Gouzout muioc'h diwar-benn

Ar wezenn-derv a goll he delioù pa teu an diskar-amzer hag ar wezenn-sapin ne ra ket ! Goût 'ouzoc'h 'blam 'betra ? 'Blam da Roue ar Goañv ! Ya, gwir eo ! Tunvezh a zo 'vont da gontañ ar gonchenn deoc'h ! Ha mont a raimp 'maez goude-se, da sellet deus ar gwez, asambles gant Benjamin ivez.