Gouzout muioc'h diwar-benn
Divizet o deus ober un ehan en o buhez micherel evit deskiñ brezhoneg. Graet o deus micherioù liesseurt, ha goude ar stummadur e adtapont heñtoù disheñvel, lod anezho a gendalc'ho gant ar memes micher, reoù all a cheñcho penn-da-benn. Met asambles emaint e-pad 6 pe 9 miz evit deskiñ brezhoneg dindan berr amzer. Bet omp o komz gant ar stajidi-se, e Mervent, hag a zo staliet e skol-veur Kemper.
Klevet hon eus er sizhunvezhioù paseet Maelle, hag a zo kelennerez, hag Emilia. He a labour gant an douristelezh. Hiziv eo bet roet ar mikro da Amélie Brard, evit trede poltred ar strollad stajidi Mervent.