Gouzout muioc'h diwar-benn
Cheñchomp bro ! Bet omp bet 'welet Yannick Souffez evitañ da safaret deomp deus brezhoneg e vro : brezhoneg an Aven hag ar stêr Belon, etre Rosporden ha Konk-Kerne deus un tu, Kloar ha Kemperle deus an tu all. Ul levr 'neus skrivet diwar-benn an dra-se asambles gant Mona Bouzec ha Jos Goapper ivez : Blaz ha Blazig c'hoarzh - Le breton des rives de l'Aven et du Bélon.