Gouzout muioc'h diwar-benn
N'eo ket memes brezhoneg !
Alies a-walc'h 'vez klevet kont deus ar voger vras a zo savet bremañ etre ar vrezhonegerien gozh hag ar vrezhonegerien yaouank, etre brezhoneg ar bobl ha brezhoneg ar skol. Met amañ er vro 'zo lod a glask pilañ ar voger-mañ o lakaat ar re yaouank da breg brezhoneg asambles gant ar re gozh.
N'eus ket keit-se 'oa bet kaset bugale skol divyezhek an Erge Vras d'en em gavet asambles gant tud kozh ti-retred Koat Kerhuel e Lestonan. Renket eo an abadenn-mañ gant Per-Meñs Pegail, hennezh a zo labourat e mediaoueg an Erge Vras. Lakaet 'vez ar c'hrouadurioù da c'houlenn digant ar re gozh treiñ frasennoù galleg e brezhoneg.
Benjamin Bouard a zo bet o welet penaos oa an traoù du-hont.