Skeulioù ar c'houmoul 6/6

Radio Kerne

Skeulioù ar c'houmoul 6/6

Gouzout muioc'h diwar-benn

An abadenn faltazi radio e brezhoneg, Skeulioù er C'houmoul, diwar Les Échelles de Nuages gant Dominique Paquet Ar c'hinnig-mañ a zo graet a-drugarez d'ur c'henlabour etre meur a framm tomm ouzh ar brezhoneg : Teatr Piba, Radio Kerne, Dizale ha Kalanna. Kendrec'het int holl eo ar c'hrouiñ a galite ur ret evit dazont hor yezh. Setu perak o deus lakaeto barregezhioù a-stroll evit ma c'hellfe ar raktres brav-mañ dont war-wel. An istor E Sina e tremen an traoù. Da noz, Zao Ming a zigor e galon d'e vignon Shen You : ne chomo ket da louediñ pelloc'h er ger. Petra zo kaoz ? Sina eo zo kaoz p'emañ o cheñch ken buan. An arc'hant eo ar mestr bremañ ha war e dud ouzhpenn pa'z int erru sklav, ne reont ket war e dro ken. Mont a ra e vignon d'e heul. Mont a raint, a dro-gaer da eur ha dizeur, betek e penn all ar bed, ganto o barroù-livañ hag o gerioù a sikouro anezho da ober un depegn eus ar bed evel ma tro ha 'vel ma ijiner anezhañ. Ar skipailh Ren arzel  : Thomas Cloarec Treiñ hag azasaat  : Aziliz Bourges C'hoari  : Léo Guillerm, Tifenn Linéatte Krouiñ ar son hag ar sonerezh  : Guillaume Le Guern Trouzioù  : Nadège renard Enrollañ ha kemmeskañ  : Gwenole Peaudecerf ha Jean Mari Ollivier