Gouzout muioc'h diwar-benn
E Kaledonia Nevez emañ Annaig Perroud o vevañ. Ur vro graet 'Kanaky' anezhi gant an dizalc'hourien abaoe ar bloavezhioù 1970. Arruet eo Annaig er vro gopret evel naturourez, evit sellet pizh ouzh teñzorioù an natur, o studiañ, o renabliñ en hor gouiziegezhoù. Ur vicher bet dilezet ganti peogwir 'oa ur ranngalon dezhi.