Gouzout muioc'h diwar-benn
Belarouskaïa Narodnaïa Respoublika (Republik Pobl Bielorusia) a oa bet disklêriet er bloavezh 1918, pa oa ar brezel war e fin. Met 'oa ket padet gwall bell. Eizh miz goude-se 'oa en em gavet an Arme Ruz er vro hag a-benn neuze 'oa bet savet ur republik sosialist ha staget anezhi deus an URSS. Ar gouarnamant bielorus 'noa ranket mont kuit neuze, ha kant vloaz goude n'eo ket deuet en-dro c'hoazh !