Gouzout muioc'h diwar-benn
Un tammig 'zo emañ fall an traoù evit ar besketerezh er vro. Er mor ne chom ket kalz pesket ken, toned n'eus ket ken hag er perzhier eo diminuet kalz ar bagoù-pesketa ivez. Ouzhpenn-se n'eo ket dedennet ar re yaouank da vont da labourat war-vor, n'eus ket gonidigezh a-walc'h ken. Ha marteze a-walc'h e vo gwasoc'h an traoù c'hoazh a-benn vo sinet ar Brexit gant ar Saozon, ha cheñchet an harzoù-mor.
Bernard Sénéchal a zo bet pesketour e-pad ur pennadig, ha setu en deus gwelet an traoù o vont da fall tamm-ha-tamm. Ne oa ket 'met pemzek vloaz pa oa krog war ar vicher e Morgat (Kraon), e-doug ar bloavezhioù 60.