Gouzout muioc'h diwar-benn
M'em barefe a-walc'h zo bet lâret deoc'h meur a wech dija n'eo ket mat butuniñ. Ya, gwir eo. Met petra eo ar butun da zigentañ ? Ha penaos vez fardet ur sigaretenn ? Ha 'blam da betra eo fall evit ar yec'hed neuze ? Tunvezh ha Benjamin a zo bet o pourmen e departamant an Dordogne, e-lec'h 'vez kavet kalz a barkeier-butun hag un toullad labouradegoù !