Jair Bolsonaro hag an Amerindianed

Radio Kerne

Jair Bolsonaro hag an Amerindianed

Gouzout muioc'h diwar-benn

"Ne vo ket roet sañtrimetr karrez ebet d'an Indianed" a lâre Jair Bolsonaro ar sizhun dremenet. Prezidant nevez Brasil a soñj dezhañ n'eus ket plas ken evit ar pobloù-se. Pell 'zo 'oa fall-spontus ar jeu dija. Boaz eo an Amerindianed d'en em gannañ gant ar beisanted bremañ da zifenn o douaroù. E hanternoz ar vro eo komañset Amerindianed yaouank, the Guardians of the Amazon, da lakaat tan e gweturioù ar goadourien ha da bakañ ar re a zo deuet da droc'hañ re dost deus o bilajennoù.