Gouzout muioc'h diwar-benn
Tri langach a vez safaret e Bro-Skos. An holl dud a zo gouest da vont e saozneg, met 'ba' kreisteiz ar vro 'c'haller klevet tud o kaozeal skoteg ivez. Ha war vord ar mor, er C'hornôh, 'vez safaret ur yezh all c'hoazh, ur yezh geltieg a vez graet "skoseg" deuzouti, pe "gouezeleg Skos". 50 000 den a vefe gouest da vont e skoseg bremañ an deiz ha d'ar vugale 'vez desket er skolioù ivez. Met ne ya ket an traoù war welaat kement-se ...