Gouzout muioc'h diwar-benn
Bep pevare sadorn e miz Gwengolo e vez aozet devezh bedel ar re vouzar e pep lec'h er bed. Ar bloaz-mañ e vo d'ar Sadorn 29 e Kemper evit ar pezh a sell deus Breizh.
Sylvie Thomas, kenbrezidantez strollad ar re vouzar e Penn ar Bed, a zo ganeomp evit displegañ deomp orin an devezh-mañ ha stourm ar vouzared hiziv an deiz. Ken fonnus eo bet ar pennad kaoz e vo un abadenn hiroc'h diwar benn istor yezh ar sinoù, ar skol evit ar vugale vouzar hag ar c'hengred etrebroadel etre ar c'hevredigezhioù tud bouzar.
Jubennet eo an eskemm gant Maelc'hen Laviec.