Gouzout muioc'h diwar-benn
Er Rouantelezh Unanet 'vo ur vinistrezh evit stourm enep an digenvez sokial gouzañvet gant seurtoù tud zo.
9 milion e vefent er vro a-bezh. Ar gudenn-se 'oa bet gwelet ha komprenet gant an deputeez Jo Cox un nebeut bloavezhioù zo. Ganti 'oa bet krouet ur gomision barlamant evit en em soñjal war an diskoulmoù: unan anezhe 'oa digeriñ ur ministrerezh gouestlet da stourm a-enep an digenvez.