Gouzout muioc'h diwar-benn
Adkavet zo bet ur valumig marv war aochoù Murcie, e bro Spagn, un nebeut deizioù zo.
Ha pa c'hoarvez d'ar skiantourien o dez preder war abegoù marv al loened gouez yaouank da gaout digarez da studiañ o c'horfoù e reont.
Digoret eo bet al loen bet kavet e-kichen tour-tan Cabo de Palos d'ar 27 a viz C'hwevrer.
En e zek metr a gorf, resisoc'h en e vouzelloù, ez eus bet kavet tost 29 kilo a zilerc'hioù plastik.