Gouzout muioc'h diwar-benn
Kongres Chile a zo o paouez reiñ e asant evit krouiñ ur vinistrerezh evit ar Skiantoù. An dro gentañ 'vo.
C'hwec'h bro bremañ o deus graet ar choazh d' en em c'houestlañ d'ar gouziegezhioù skiantel en rannved-se.
Broioù zo evel-se o deus troet keiñ d'ar skiantoù e-ped m'emañ reoù all o vont warne muioc'h evit biskoazh. Evel-se e tro ar bed. Anv resis ar Vinistrerezh-se 'vo : Ministrerezh ar Skiant, an Deknologiezh, an Anaout hag an Nevezadezh.
Ur binveg politik nevez flamm a vo evit Chile. Ganet 'oa ar soñj-se pemp bloaz zo bremañ.
''N'eus ket bet er vro ur reform ken pouezhus, ken talvoudus abaoe 50 vloaz zo'' en deus diskleriet Gonzalo Bunuel, sekretour meur ar bresidantelezh.