Gouzout muioc'h diwar-benn
Time a sko kreñv dre he goloioù, evit se eo brudet, hag en taol-mañ eo deuet brav gante c'hoazh?
Ar gelaouenn Time, brudet er bed holl abaoe bloavezhioù, a vez anavezet ouzhpenn evit he c'herioù, he dielfennadoù fonnus, he fennadoù-skrid desket-tre.
Skipailh kazetennerien Time a glask atav sevel ar goloioù dedennusañ da sachañ evezh an holl, da reiñ dezhe skeudennoù kreñv araok dont gant e c'herioù.
Ha neuze, penaos e vimp skoet en taol-mañ?
En taol-mañ o deus graet kas en oabl norzh-amerikan tost da vil dron evit kompoziñ ur skeudenn evel n'eus bet biskoazh betek hen.
An 958 a zo bet lakaet d'ober linennoù da dresañ stumm troenn ur golo-levr ruz. Bep a c'houlaouenn ruz oa douget gante. Un dron all neus tapet al luc'hskeudenn eus an daolenn-se.
Graet eo bet evit an niverenn 'The Drone Era', 'the drone age', pe 'Oadvezh an Dronoù'.
Un arvest eo bet ivez d'an dud a c'helle sellet eus se o zreid war an douar, e Folsom, e Kalifornia.
'Gwelet 'meus an dazont en oabl' neus diskleriet un' eus dud bet test.