Gouzout muioc'h diwar-benn
Etre ar 17 hag ar 25 a viz Eost oa lakaet war wel peder deus kumuniezhoù emren Bro Spagn, ouzhpenn sevenadurioù ar re vouzard hag ar minorelezhioù revel bodet dindan an anv LGBTQI, e-kerzh 35vet Festival ar Sinema e Douarnenez. Spitou Mendy ha Maialen Lujanbio a oa neuze e-touesk ur bern tud pedet. An hini kentañ, bet labourer di-baper e Andalusia e penn kentañ ar bloavezhioù 2 000 zo bremañ sekretour-meur ur sindikad a-bouez, ar SAT. Eben zo kanerez e Euskadi: derc'hel a ra bev ha modern hengoun ar 'Bertsu', ar barzhonegoù ijinet ha kanet war prim er beilhadegoù.
Troerien: Marianne Guillou hag Yves-Marie Moal.