Run ar Puñs 'neus e'mm da gaout sikour !

Radio Kerne

Run ar Puñs 'neus e'mm da gaout sikour !

Gouzout muioc'h diwar-benn

40 vloaz 'zo bremañ e vez kinniget abadennoù a-bep seurt gant sal Run ar Puñs e Kastellin. E 1978 neuze e oa deuet ar gevredigezh Rapass d'en em staliañ er plas-mañ da sevel ur sal « kafe-koñsert ». Daou vreur a zo perc'henn war ar feurm kozh, Jakez ha Yann-Vari an Harridon, ha setu eo dispartiet an dachenn en daou. Nevez 'zo 'neus lakaet Yann-Vari e dachenn da werzhañ. Se zo kaoz eo staget ar gevredigezh da rastellat arc'hant war Internet, evit prenañ tachenn Yann-Vari, kuit d'un den ha ne faotfe ket dezhañ klevet trouz dont d'an ti da chom. 225 000 euro a zo e'mm da gaout 'blamour da brenañ an ti. Benjamin Bouard a zo bet en em gavet asambles gant Yann-Vari an Harridon ha Fa Ribaud evit goût hiroc'h war an afer-mañ.